Buhez Genovefa a Vrabant, Skrid adsavet gant Gwenael an Dug diwar tri dorn skrid, Emb TIR, Roazhon, 2008.
An istor
An istor zo ur skouer eus istor klasel ar vaouez c'hlan tamallet e gaou ha kaset kuit gant he fried a gred gwallgomzoù ur servijer. Un istor damheñvel a gaver e Sainte Tryphine et le Roi Arthur. Elfennoù all a gaver e kontadennoù Grimm (Rapunzel... ): ar vuhez er gouelec'h, ar c'hlask, ..., hag elfennoù eus buhez sent kristen.
Jenovefa a Vraban a zo pried d'ar priñs palatin Siegfried von Trier (Sifroa e brezhoneg), ha tamallet eo gant ar mevel-bras Golo, drouk ennañ outi peogwir he devoa nac'het kousket gantañ. Kondaonet eo Jenovefa d'ar marv, hogen ne vo ket lazhet gant ar bourev, ha c'hwec'h vloaz e vevo gant he mab en ur vougev en Ardennes, maget gant un heizez.
Un deiz ma oa Siegfried o chaseal an heizez e kavas kuzhiadell Jenovefa hag e tegasas anezhi en-dro de gastell.
Wolfgang Zäck: Und so wurde sein Körper in vier Teile geteilt. Auf den Spuren der Genovefa-Legende von der Fraukirch bis zum Goloring. Mayen 2004. ISBN 3980642666.
Heinrich Sauerborn: Geschichte der Pfalzgräfin Genovefa und der Kapelle Frauenkirchen. Regensburg 1856. Google-Booksearch
Romanhafte Bearbeitung des Stoffes: Genovefa, Roman aus dem frühen Mittelalter, von Günter Ruch, Rhein-Mosel-Verlag 2002 (auch als Hörbuch)
Felix Brüll: Die Legende von der Pfalzgräfin Genovefa nach dem noch ungedruckten, bisher verschollenen Texte des Johannes Seinius. Prüm, 1899. Online-Ausgabe dilibri Rheinland-Pfalz