Vogalenn beuzserr tost a-dreñvGwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn beuzserr tost a-dreñv treuzskrivet [ʊ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 321. N'eus arouezenn ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn plaen par d'ar vogalenn ront-mañ dre ma n'anavezer yezh ebet ma ra ganti evel fonem (gwelit pelloc'h). Betek 1989 e c'helljod implijout ivez an arouezenn all [ɷ] evit treuzskrivañ ar vogalenn-mañ, met er bloaz-se e oa bet skarzhet diouzh roll arouezennoù ofisiel al LFE.
Skouerioù
Vogalenn beuzserr tost a-dreñv plaenMar bez ezhomm e c'heller implijout an arouezenn [ɯ] hag a dalvez evit treuzskrivañ ar Vogalenn serr a-dreñv plaen mui ur sin diakritek ispisial warni evit merkañ ar fed ma vez distaget muioc'h etre ha muioc'h a-greiz evit boaz: [ɯ̽], da skouer e portugaleg Europa: pegar [pɯ̽ˈgaɾ], 'dougen; kemer', treuzskrivet peurliesañ gant [ə]. Gwelit ivez: |